Mont d’an endalc’had

Il Decameron

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Decameron)
Decameron, 1492
Decameron 1552 pajenn 34

Il Decameron, pe Prencipe Galeotto (priñs Galahad), lesanvet ivez l'Umana Commedia, zo ur romant italianek en komz-plaen, skrivet entre 1349 ha 1353 gant Boccaccio. E gwirionez eo un dastumad 100 danevell, kontet tro ha tro e-pad 10 deiz (ha setu a belec'h e teu anv al levr) gant 7 maouez ha 3 gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze en 1348. hiriv eo gwelet evel unan eus pouezusañ oberennoù an Trecento, ar XIVvet kantved, e lennegezh Europa. Gant an oberenn-se e voe awenet kalz a skrivagnerien, evel ar Saoz Geoffrey Chaucer, a vodas pirc'hirined da lavarout pep a gontadenn, hag ar Gall La Fontaine er XVIIvet kantved.

John William Waterhouse, A Tale from Decameron, 1916, Lady Lever Art Gallery, Liverpool.

Ur film brudet zo bet savet diwar ar romant gant Pasolini.