STEN (pistolenn-vindrailher)
STEN | |
---|---|
![]() Ur bistolenn-vindrailher Sten Mk. II | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek/aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum |
Produerien | RSAF Enfield BSA ROF Fazakerley ROF Maltby ROF Theale Lines Brothers Ltd Long Branch Arsenal (Kanada) Skouerennoù savet gant strolladoù rezistañs o-unan en Europa |
Mare implij | 1941–bloavezhioù 1960 (Rouantelezh-Unanet) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,200 kg |
Hirder | 762 mm |
Hirder ar c'hanol | 196 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 365 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 32 gartouchenn |
Adstummoù | Gwelet ar pennad |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar STEN zo ur bistolenn-vindrailher saoz kambret e 9 mm Parabellum hag implijet e-leizh gant armeoù Breizh-Veur hag ar C'hommonwealth e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Un arm simpl ha marc'hadmat e oa, azasaet ouzh ezhommoù meur ur brezel-bed. Ouzhpenn d'an armeoù e voe roet ar Sten da strolladoù rezistañs en Europa a-bezh.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad emgann Bro-C'hall (1940) e voe gwelet gant ar Saozon pegen efedus e oa an MP40 alaman. Arme Breizh-Veur a gollas ur 100.000 arm-skoaz bennak goude emgann Dukark. Pistolennoù-mindrailher Thompson a voe prenet digant ar Stadoù-Unanet, met ne oant ket niverus a-walc'h, hag hir e oa o fourveziañ abalamour d'an tagadennoù listri-spluj ar Kriegsmarine war ar bigi a dreuze ar meurvor Atlanatel. Divizet e voe sevel war ar prim pistolennoù-mindrailher aes da broduiñ a-yoc'h er Rouantelezh-Unanet[1].
Er goañv 1940, dindan 36 devezh hepken, ur skipailh renet gant ar major Reginald V. Shepherd hag Harold J. Turpin a lakaas sevel ur pimpatrom en un atalier er Middlesex, anvet T40/1 pe Turpin 40. Goude un nebeud kemmoù e voe anvet STEN, un akronim : ST evit anvioù-familh ijinerien an arm hag EN evit uzin-armoù RSAF Enfield. Un arm simpl e oa, e metal penn-da-benn, dezhañ ur sistem tennata dre argil. Kambret e oa evit an 9 mm Parabellum, ur munision a oa aes da gavout en Europa d'ar poent-se, hag a veze implijet gant nerzhioù an Trede Reich ivez : kement-mañ a aotree implij stokoù seziset digant an enebourien. 100.000 skouerenn eus ar stumm kentañ (Mk. 1) a oa bet produet e kreiz 1941 dija, a-raok e vije simplaet an arm c'hoazh ha produet stummoù all[1]. 2₤ e oa koust-produiñ ar STEN da vare ar brezel, kalz izeloc'h evit 14₤ al Lanchester da skouer.
E-touez he sioù nes e oa he c'harger 32 gartouchenn war ur golonenn a galite izel, hag he zech da dennañ hec'h-unan ma veze skoet kreñv enni[2].
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mark I (1941, 100.000 skouerenn produet).
- Mark II (2.000.000 skouerenn produet e 1941-1942) : stumm produetañ. Homañ a voe roet kalzig d'an emsavadegoù rezistañs en Europa aloubet, reoù Breizh en o zouez. Tri lamm a c'halled montañ warni : unan "skeledenn" savet diwar un duellenn, unan e stumm un T, hag unan all dezhañ un dornikell-pistolenn[3].
- Mark III (876.886 skouerenn produet e 1943-1944) : stumm simplaet c'hoazh savet diwar tol koaget ha soudet[3].
- Mark IV : stumm arnodel evit an harzlammerien, ha ne voe ket produet da vat james[4].
- Mark V (400.000 skouerenn produet adalek 1944[3]) : stumm savet e 1944 evit ober eus ar STEN un arm dezhañ perzhioù tostoc'h ouzh armoù hininennel keroc'h all. Ouzhpennet e voe neuze ul lamm e koad hag un dornikell-pistolenn dezhañ[5]. Sistem bukañ ar fuzuilhoù Lee-Enfield N°4 Mk. 1 a oa savet warni[3]. Implijet e voe gant an arme betek ar bloavezhioù 1950 ha donedigezh ar pistolennoù-mindrailher Sterling[4].
- adstummoù gant reduerioù-son (Mark II(S), Mark VI).
- adstummoù produet gant broioù all goude an Eil Brezel-bed, evel an M38 e Sina, pe kopiennoù artizanel gant strolladoù emsaverien.
-
Micherourez ganti ur STEN, e uzin Small Arms Plant Long Branch (Kanada), miz Mae 1942
-
Ur STEN artizanel savet gant rebelled e Indonezia (1947)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) FINDLAY David S., Firearm Anatomy - Book II The STEN Submachine Gun, 2014, 243 p., ISBN 978-1495975806
- (en) HENROTIN Gérard, The English Sten Submachine Gun Explained, HL Publishing, 2008
- (en) THOMPSON Leroy, The Sten Gun, Osprey Publishing, 2012, 80 p., ISBN 978-1849087599
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Sten MK I, Historical Firearms (lennet d'an 01/06/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 218
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (fr) LE SANT Tanguy, Les armes du 6 juin 1944 et de la bataille de Normandie, Gazette des Armes n° 575, miz Even 2024, p. 33
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) POPENKER Maxim, STEN submachine gun / machine carbine, Modern Firearms (lennet d'an 30/05/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 221