Mont d’an endalc’had

Ya !

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ya!)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

Ya ! zo ur gelaouenn divyezhek sizhuniek. Ar gelaouenn vrezhonek sizhuniek nemeti war baper eo. Krouet e voe e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev, staliet neuze e Laz, hag e Karaez abaoe 2025. A-vent eo gant Le Télégramme, met 12 pajennad hepken zo enni. Ur pennad zo e gallaoueg e pep niverenn abaoe pell. E miz Meurzh 2022 e oa 1100 den koumanantet d'ar stumm paper, ha 200 ouzhpenn d'ar stumm enlinenn. Moullet e vez e atalieroù-moullañ an Télégramme e Montroulez(Daveoù a vank).

En daouzek pajenn e kaver pennadoù warr temoù liesseurt : politikerezh, diorren ar brezhoneg, diduamant, skiantoù, kronikennoù, sportoù, deiziataer (gouelioù, programmoù skinwel, darvoudoù sevenadurel). Er bajenn ziwezhañ e kaver "Un emgav gant..." , ur pennad-kaoz gant ur brezhoneger pe brezhonegerez. Renevezet e oa bet ar vaketenn e-barzh an niverenn 900, e miz Gwengolo 2022.

Nikolaz Gourvenneg, kenurzhier ha maketenner ar gelaouenn
  • Rener an embann : Gégé Gwenn, a skriv pennadoù ivez
  • Kenurzhier / Maketenner : Nikolaz Gourvenneg

Bouetet e vez ar gelaouenn gant kenlabourerien a-youl vat hag a gas pennadoù ingal : Yann Yeun ar Gov, Maguy Kerisit, Fanny Chauffin, Yann Gerven, Paol Mingant, Gégé Gwenn. E-touez an dud o deus bet skrivet pennadoù gwechall emañ Fabien Lécuyer ivez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.