FN MAG
FN MAG | |
---|---|
![]() Ur vindrailherez FN MAG modern gant pezhioù polimer | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Mindrailherez |
Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, piston |
Munisionoù | 7,62 × 51 mm NATO |
Ijiner | Ernest Vervier |
Produerien | FN Herstal (stumm orin) Colt Canada Fabricaciones Militares Heckler & Koch U.S. Ordnance Ordnance Factory Board Royal Small Arms Factory Barrett Firearms Manufacturing |
Mare produiñ | Abaoe 1958 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 11,8 kg |
Hirder | 1.230 mm |
Hirder ar c'hanol | 630 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 800 m (gant un daoubez) 1.800 m (gant un trebez) |
Lusk-tennañ | Etre 650 ha 1000 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 840 m/s |
Endalc'h | Gourizoù DM1 pe gourizoù liammoù M13 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An FN MAG (evit Mitrailleuse à Gaz, ha goude Mitrailleuse d'appui général) zo ur vindrailherez ijinet gant an armeurerien velgiat Dieudonné Saive hag Ernest Vervier er bloavezhioù 1950, ha produet abaoe 1958 gant an embregerezh FN Herstal. Soñjet eo bet evit bezañ ur vindrailherez liesrol, da vezañ implijet gant troadeien war o zreid koulz hag e-bourzh karbedoù[1]. Unan eus an armoù implijetañ eus e rummad eo er bed a-bezh, betek hiziv.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet eo gwikefre an FN MAG gant hini ar Browning BAR M1918, azasaet evit bezañ pourveziet gant gourizoù. Kambret eo e 7,62 × 51 mm, unan eus kalibroù standart armeoù AFNA. 11,8 kg eo he fouez, 1.230 mm he hirder hollek ha 630 mm hirder he c'hanol[2]. Ur sistem tennata dre amprest gazoù gant ur piston he deus, hag ur reolier evit kontrolliñ ar c'hementad gazoù adimplijet evit an tennañ aotomatek, ar pezh a zo akomod pa vez lous ar mekanikerezh. Dre-se e c'hall tennañ gant luskoù disheñvel, eus 600 betek 1000 tenn/mn[3]. Gellet a ra bezañ savet war un daoubez, un trebez pe ur fust. Yenaet e vez dre aer, ha gellet a ra he c'hanol bezañ cheñchet buan a-walc'h ma vez tomm.
He stummoù kentañ a oa o lammoù hag o fustoù e koad[4], met ar re a-vremañ zo savet gant polimer. Produet eo bet dindan aotre e meur a vro abaoe 1958 evel Alamagn, ar Rouantelezh-Unanet pe Stadoù-Unanet Amerika[1].
Implijerien ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez pe eo bet an FN MAG e armeoù ouzhpenn 80 bro abaoe dibenn ar bloavezhioù 1950[3], en o zouez :
Aostralia
Arc'hantina
Aostria
Bangladesh
Belgia
Bolivia
Brazil
Bro-C'hall : dindan an anv MAG 58. Dibabet e 2010 e plas an AANF1 evit bezañ implijet gant troadeien pe savet war karbedoù[5]. War-dro 10.000 skouerenn prenet.
Estonia
Finland (e 6,5 × 55 mm)
Hungaria
India
Indonezia
Irak
Israel
Iwerzhon
Izelvroioù
Jamaika
Japan
Kameroun
Kanada
Kroatia
Mec'hiko
Monako
Portugal
Rouantelezh-Unanet : dindan an anv GPMG[3].
Stadoù-Unanet Amerika : dindan an anv M240.
Slovakia
Sveden
Taiwan
Zeland-Nevez
Implijet eo bet ivez gant strolladoù nann-gouarnamantel evel ar Provisional IRA e Iwerzhon[6].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Mc NAB Chris, The FN MAG Machine Gun: M240, L7, and other variants (Weapon, 63), Osprey Publishing, 2018, 80 p., ISBN 978-1472819673
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, FN MAG, Modern Firearms (lennet d'an 09/06/2025)
- ↑ (en) FN MAG war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 09/06/2025)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 262
- ↑ (fr) MAG (Mitrailleuse A Gaz), Arme et Passion (lennet d'an 09/06/2025)
- ↑ (fr) Mitrailleuse d’appui général modèle 1958 - MAG 58 war lec'hienn an Tirlu gall (lennet d'an 09/06/2025)
- ↑ (en) TAYLOR Steven, Air War Northern Ireland: Britain's Air Arms and the 'Bandit Country' of South Armagh, Operation Banner 1969–2007, Pen and Sword, 2018, ISBN 978-1-5267-2155-6