Mont d’an endalc’had

Gwen

Eus Wikipedia

Gwen zo un anv-bihan kembraek hag a gaver ivez er broioù saoznek, roet d'ar merc'hed. Hervez e c'herdarzh e talvez kement ha "gwenn, sant", evel an anv brezhonek Gwenn[1]. Klotañ a ra gant an anv-badez kembraek Gwyn roet d'ar baotred. Stumm berraet anvioù all eo ivez : Gwenhwyfar (Gwenivar e kembraeg), Gwenhael, Gwendolen, Gwendoline, Gwendolyn, Gwenllian hag all.

Testeniekaet eo implij an anv-bihan-se er stumm latinek Vinda en un enskrivadur war ur bez e Cumbria eus marevezh ar Romaned[2].

Gwen Stefani

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Gwen e behindthename.com.
  2. (en) K. M. Sheard, Llewellyn's Complete Book of Names, Llewellyn Publications, 2011 (ISBN 0-7387-2368-1), p. 262.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]