HMX-1
Deiziad krouiñ | 1 Kzu 1947 ![]() |
---|---|
Skour lu | United States Marine Corps ![]() |
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.hqmc.marines.mil/hmx-1 ![]() |
Skouadrenn Unan biñsaskellioù ar Fuzuilherien-vor (saozneg: Marine Helicopter Squadron One) berraet en HMX-1 zo ur skouadrenn biñsaskellioù eus Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet kefridiet gant dezougen prezidant ha besprezidant ar stadoù-Unanet, izilli ar gouarnamant, pennoù uhel Departamant an Difenn, ha tudoù pouezus all hervez urzhioù pennoù ar c'horfad pe Burev milourel an Ti Gwenn. Ur biñsaskell gant ar prezidant e-barzh a implij an anv-kod "Marine One".
A-raok, an HMX-1 a oa kefridiet gant arnodoù ha prouadoù oberatael. A-benn ar fin eo bet roet ar c'hefridi da VMX-1 e Yuma, Arizona, dre ma 'z eo bet gounezet ar c'hevrad evit ur biñsaskell prezidantel nevez e 2014 gant Sikorsky Aircraft. HMX-1 a c'hell bezañ oberiant evit an arnodiñ memestra, dre ar c'hefridioù ha dre ma 'z eo ar skouadrenn prezidantel. Ar c'hentañ nij gant ar VH-92A a oa ebt e 2017 ha lakaet er servij e oa bet e 2024. Lesanvetd "Nighthawks", pennlec'h an HMX-1 a zo e Bazenn aermorlu Quantico, Virginia, hag is skouadrennoù a zo e Joint Base Anacostia–Bolling e Washington, D.C., ha Joint Base Andrews Naval Air Facility e Maryland.