Mont d’an endalc’had

Latin

Eus Wikipedia
Latin
Lingua latina
[ˈlin.ɡʷa laˈtiː.na]
Henyezh
Perzhioù
Kerentiad Yezhoù indezeuropek
Komzerien • Gwechall
Republik Roma
Impalaeriezh roman

• Hiziv

Iliz katolik roman
Louzawouriezh
Loenoniezh
Mezegiezh
Stadud ofisiel
Yezh ofisiel Keoded ar Vatikan
Sez Santel
Skritur Lizherenneg latin
Lennegezh Lennegezh latin
Akademiezh Pontificia Academia Latinitatis (abaoe 2012)
Kodoù yezh
ISO 639-1 la
ISO 639-2 lat
ISO 639-3 lat
SIL lat
Glottolog impe1234
lati1261

An Impalaeriezh roman er bloaz 117 KAB
  • ██ Impalaeriezh
  • ██ Pobladoù dindan gwazoniezh
  • Ur yezh italek eus kerentiad ar yezhoù indezeuropek eo al latin, a oa yezh al Latined, ur boblad hag a veve e Latium en Henamzer. Dre astenn ar Republik roman e troas da yezh pennañ ledenez Italia kent bout hini an Impalaeriezh roman en he fezh.
    Kalz yezhoù all zo bet levezonet gant al latin, dre ar c'hristenaat peurgetket. Gwriziennoù latin a gaver alies e geriaouegoù ar skiantoù, ar vezegiezh hag ar gwir.

    E diwezh ar Republik roman e oa troet an henlatin d'ar yezh klasel ; latin poblek a gaver e lod enskrivadurioù hag e pezhioù-c'hoari fentus par da re Plautus ha Terentius, koulz hag e Satyricon Publius Petronius Niger.

    Daoust ma vez lakaet al latin d'ur yezh varv peogwir n'eo mui yezh c'henidik den pe zen ned eo ket aet da get. Etre ar VIvet hag an IXvet kantved en em veskas latin poblek ar soudarded roman gant yezhoù ar broioù o devoa aloubet, ar pezh a droas d'ar yezhoù romanek ; goude diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg e chomas al latin yezh ar skiantoù, ar c'helenn hag an diplomatiezh en Europa betek deroù an XIXvet kantved, diwar ar pouez a oa gant an Iliz katolik roman, a-raok ma vefe erlec'hiet ar yezhoù nevez outañ en akademiezhoù hag er politikerezh.
    Betek deroù an XXvet kantved avat ez eo chomet un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa ; hiziv an deiz c'hoazh e vez komzet ha skrivet, pan eo yezh vroadel de jure ar Sez Santel – an italianeg o vout ar yezh ofisiel eno – goude bout bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg betek an adaoz a voe degaset gant ar pab Paulus VI e 1965 da geñver eil sened-meur ar Vatikan ; implijet e vez c'hoazh al lid e latin e lod rannoù eus an Iliz katolik a heuilh erbedadennoù sened-meur Trento (1542).
    Ne vez mui kelennet ar yezh d'an danvez-kloareien er c'hloerdioù, met graet e vez er skolioù-meur pabel e Roma, e Breuriezh Sant Pius V hag e Breuriezh Sant Pius X ivez.

    Er-maez eus ar relijion ez eo chomet al latin ul lingua franca etre kefredourien ar bed, betek ar bremañ, e-kichen ar saozneg ; kelennet e vez er skolajoù en Europa hag e reizhiad an deskadurezh-Stad e Bro-C'hall[1], koulz hag e skolioù-meur dre ar bed ; ur yezh hen eo neuze kentoc'h eget unan varv.

    Un toullad tud o devez plijadur o latinat hag o embann skridoù gant nevezc'herioù a-leizh, pezh a ra ar Sez santel ivez. Ur Wikipedia latin zo, tremen 140 000 pennad ennañ. E meur a yezh ez eus chomet lavaredoù latin a implijer war ar pemdez evel mea culpa ("dre ma gwall"), pe el lezioù-barn, evel aberratio delicti ("distro ar felladenn").

    Meur a bazenn zo bet en Istor al latin, a zo bet termenet dre zielfenniñ diforc'hioù a-fet geriaoueg, arver, reizhskrivadur ha kevreadurezh.

    Ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek e oa ar yezhoù italek, e-kichen ar re hellazek, germanek ha keltiek. Kar tost e oant d'ar yezh a veze komzet e Veneto hag e Frioul, ha pelloc'h d'ar yehoù keltiek ; levezonet int bet gant an etruskeg, na oa ket ur yezh indezeuropek, hag a veze komzet en Etruria, ur vro amekek da Latium.

    Anavet eo dre veur a enskrivadur, en o zouez boustrofedon al lapis niger ("maen du"), e-tro 570-550 KAB.

    Yezhoù italek zo hiziv c'hoazh : ar yezhoù romanek, a zo deveret diouzh al latin poblek (sermo vulgaris, "yezh ar bobl").

    « Henlatin » (prīsca latīnitās) a reer eus ar yezh a veze komzet er Rouantelezh roman (~753 – ~509 KAB), hag er Republik roman c'hoazh, ma aspadennoù anezhi betek tro ar bloaz –75, eleze 50 vloaz kent he diskar (–27), daoust da zonedigezh al latin klasel. Testeniekaet eo ar stumm-se dre enskrivadurioù, e skridoù Plautus (~254 – ~184 KAB) ha Terentius (~190 – ~160 KAB).
    D'ar mare-se e voe staliet al lizherenneg latin, diwar an hini estruskek, ha ster ar skrivañ a voe kemmet ivez : a gleiz da zehou e voe atav, e-lec'h a zehou da gleiz pe e doare ur boustrofedon.

    Latin klasel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Adalek bloavezhioù diwezhañ ar Republik (war-dro –75) hag e deroù an Impalaeriezh (betek ~200 KAB) e voe fardet a-ratozh-kaer ul latin nevez gant prezegerien, istorourien, barzhed ha skrivagnerien, an holl anezho o vout bet stummet e skolioù war ar yezhadur hag an helavarouriezh. Er skolioù-se emañ gwrizioù al latin a vez kelennet hiziv.

    Latin poblek

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dre zielfenniñ oberennoù henlatin, evel re Plautus ma lenner bommoù e latin ar pemdez, ez eus bet termenet ul live yezh a zo bet anvet « latin poblek » (sermo vulgi, "prezeg ar yoc'hoù", hervez Cicero). En XIXvet kantved e krede da lod yezhoniourien e oa ar sermo vulgi ur yezh disheñvel diouzh hini ar ouezeien, hogen kontrol zo bet prouet abaoe[2].
    Diaes eo avat termeniñ al latin poblek en un doare resis, peogwir e c'hall ober dave da yezh ar pemdez da forzh pe vare, pe d'ar yezh a bellaas a-nebeudoù diouzh al latin skrivet goude diskar an Impalaeriezh hag a emdroas er yezhoù romanek.

    Dibaot a wezh e veze skrivet ar sermo vulgi er marevezh klasel, neuze ez eo bet ret d'an enklaskerien ober gant an nebeud o deus kavet : gerioù ha bommoù meneget gant skrivagnerien glasel, enskrivadurioù ha graffiti. Muioc'h a latin poblek a gaver en oberennoù a zo bet skrivet e latin diwezhat, pa zeuent eus meur a rannvro latinaet, pep unan gant ur rannyezh latin a droas d'ur yezh romanek[3].

    Latin diwezhat

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    « Latin diwezhat » a reer eus ar yezh a veze skrivet adalek an IIIvet kantved betek ar VIvet kantved. Buanoc'h-buanañ e pellaas diouzh al latin klasel, dreist-holl dre arver stank an araogennoù ha dre urzhiañ ar gerioù en un doare a zo tostoc'h da hini ar yezhoù romanek, hogen hep degas kemmoù bras er yezhadur.

    En diwezh e troas al latin d'ur yezh skrivet tra ma 'c'h eas ar rannyezh komzet ker pell dioutañ ma vezent lakaet da estren an eil ouzh heben : disheñvel diouzh al latin e oa an doare da skrivañ rannyezhoù Italia pe henc'halleg an IXvet kantved. Da yezhoù distag-krenn diouzh al latin e troas ar rannyezhoù gant an amzer.

    Ar Rouantelezhioù german a erlec'hias ouzh Impalaeriezh roman ar C'hornôg a-c'houde he diskar er bloaz 476, hogen e-lec'h yezhoù germanek ez eo al latin a voe lakaet da yezh ar gwir, an darempredoù ofisiel hag ar relijion[4].

    Yezhoù romanek

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Endra edod o peurunvaniñ doare-skrivañ al latin e krogas ar stummoù komzet anezhi da forc'hañ mui-ouzh-mui an eil re diouzh ar re all. Pemp yezh romanek pennañ zo hiziv, hervez an niver a gomzerien : ar spagnoleg, ar portugaleg, ar galleg, an italianeg hag ar roumaneg. En desped d'ar rannyezhoù (astureg, galizeg, okitaneg, romañcheg hag all), a gaver en holl yezhoù komzet gant un niver bras a dud en un niver bras a vroioù, ez eo chomet unvan pep hini eus ar pemp yezh-se a-fed fonologiezh ha diorroadur, stabilaet ma 'z int bet gant levezon vras an Iliz katolik roman.

    Adalek deroù alouberezh al ledenez iberek er bloaz 711 gant muzulmiz, a dorras an darempredoù etre ar broioù romanek, e krogas ar yezhoù romanek da forc'hañ[5]. Brasoc'h e voe an diforc'h etre al latin komzet hag ar yezh a droas d'ar roumaneg, abalamour ma oa pell diouzh al lusk peurunvaniñ a rene en Europa ar C'hornôg. Kalz Italianed avat a gendalc'he da gomz latin, hep gwelet diforc'hioù bras etre an italianeg hag ar yezh kozh, ha kement-se betek an Azginivelezh e deroù ar XVvet kantved ; Francesco Petrarca, da skouer, a lakae al latin da stumm lennegel ar yezh komzet[6].

    Da veur a yezh diforc'h e troas al latin komzet en IXvet kantved d'an diwezhatañ, pa voe aozet ar c'hentañ skridoù er yezhoù romanek. Yezhoù ar pemdez e oant koulskoude, pa veze skrivet e latin krennamzerel.

    Latin krennamzerel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Bibl Malmesbury, Wiltshire, 1407

    « Latin krennamzerel » a reer eus al latin a veze skrivet er marevezh ma ne oa yezh komzet ebet o klotañ gant ar yezh klasel, eleze etre ~700 ha 1500. D'ar yezhoù romanek e oa troet al latin komzet, hogen e bed ofisiel ha desket e chomas al latin en arver hep e skor komzet. Ouzhpenn da gement-se en em ledas implij ar yezh skrivet betek broioù ma ne oa bet biskoazh komzet latin, evel ar re c'hermanek hag ar re slavek, peogwir e oa yezh an darempredoù etrebroadel etre ar Stadoù a oa izili ouzh an Impalaeriezh santel roman c'herman hag he c'hevredidi.

    Laoskoc'h-laoskañ e voe al latin krennamzerel, pa ne oa mui skoret gant aozadurioù melestradurel an Impalaeriezh ; da skouer, e latin klasel e veze implijet sum "on" da verb-skoazell en amdremened hag eram er peurdremened, padal e rae al latin krennamzerel gant fui ha fueram. Kemmet e voe ster lod gerioù ha goveliet gerioù nevez, alies dre levezon yezh ar bobl, ha trec'h e voe stummoù faziek al latin klasel[7].

    Azginivelezh ha nevezlatin

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Henvoulladurioù dre yezhoù[8]

    Alies e reer « nevezlatin » (lingua neolatina) eus latin an Azginivelezh italian (arveret e-tro 1300 da 1500) kevret gant al latin klasel a zo chomet betek bremañ. Pouezus eo bet an neolatina e diorroadur ar sevenadur, ar relijion hag ar skiantoù en Europa[9]. Eus ar mare-se e teu an darn vuiañ eus ar skridoù latin a zo deuet betek ennomp ; evel-just, ne ouzer ket pet skrid a voe savet en holl.

    En Azginivelezh e voe kadarnaet al latin evel ar yezh a veze komzet ha skrivet gant al lenneien denelour. Francesco Petrarca ha skrivagnerien all a grogas da gemmañ o doare da arverañ ar yezh pa vezent o furchal ar skridoù klasel. O ampartiz er skrivarnouriezh o c'hasas da skrivañ kentelioù spisoc'h eus ar skridoù hen a-hed ar XVvet hag ar XVIvet kantvedoù, ha skridoù chomet kuzh a voe kavet. Skridoù klok a voe embannet gant ar gouzieg gall-hag-italian Joseph Justus Scaliger (1540-1609), al lenneg suis Isaac Casaubon (1559-1614) ha gant tud all[10]. Daoust d'al labour aketus-se, ar goulenn war dornskridoù heuliet gant an hini war skridoù moullet war baper a lakaas skouerennoù faziek da redek-diredek dre Europa e-padd meur a gantved goude-se[10].

    Ledan ha puilh e oa al lennegezh nevezlatin : barzhonegoù, istorioù e komz-plaen, ar romantoù kentañ, pezhioù-c'hoari, dastumadoù lizhiri, a-douez oberennoù all ; divrutoc'h ha diaesoc'h da gompren int hiziv avat. E-mesk ar skrivagnerien vrudetañ emañ an Italianed Francesco Petrarca († 1314) ha Coluccio Salutati († 1406), an Alaman Konrad Celtes († 1508), ar Saoz Thomas More († 1535), an Izelvroad Erasmus († 1536), hag ar Skosad Seòras Bochanan († 1582).
    Skridoù nann-faltaziek a voe embannet e-pad pell war tachennoù ar c'hronikoù istorel, an doueoniezh, ar gwir, ar brederouriezh hag ar skiantoù ; e-touez an oberennoù-se emañ Philosophiæ Naturalis Principia Mathematica ("Pennaennoù matematikel ar brederouriezh naturel") gant Isaac Newton (1687). E latin e veze treuzyezhet oberennoù pouezus a oa bet skrivet er yezh voutin, evel re René Descartes († 1650).

    Betek dibenn ar XVIIvet kantved e oa latin an darn vuiañ eus al levrioù ha hogos holl deulioù an diplomatiezh. Yezh ar c'helenn e chomas al latin betek deroù an XVIIIvet kantved. Goude ar marevezh-se ez eo ar galleg a voe yezh an diplomatiezh, ha diwezhatoc'h e voe skrivet an teulioù e yezh pep bro[11].

    Kemmet ivez e voe an doare da gelenn latin, pa voe distroet da stummoù ar yezh klasel, koulz komzet ha skrivet, kent treiñ war-du ar yezh skrivet hepmuiken. A-hed kantvedoù ec'h eas kelenn al latin war ziskar nebeut-ha-nebeut, hogen gorrekoc'h a-galz eget an embann e latin skrivet.

    Latin a-vremañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ur bilhedaouer e latin er Vatikan
    Ur banell saoznek ha latin en un ehan metro e Wallsend, Tyne ha Wear

    Petrak bennak ma n'eo mui al latin yezh-vamm den pe zen er bed e chom implijet c'hoazh e meur a zegouezh er bed a-vremañ.

    Relijion

    An Iliz katolik roman eo an aozdur brasañ a vir al latin da yezh ofisiel ha damofisiel : e latin e vez embannet Acta Apostolica Sedis ("Aktoù ar Sez Abostolek"), kazetenn ar Sez Santel[12], hag al latin eo yezh al labour en Apostolicum Rotae Romanae Tribunal, Lez-varn abostolek ar Rota roman. E latin e veze lidet an oferenn betek eil sened-meur ar Vatikan (1962-1965), a aotreas al lid e yezhoù ar pobloù – an oferenn e doare Paulus VI avat a c'hall bout lidet e latin ivez, dreist-holl pa vez bodet feizidi a-orin eus lies broioù. Al latin eo c'hoazh yezh ofisiel al lid en eskopti Roma hepken ; e latin ivez e vez lavaret en oferenn el lid a chom feal da sened-meur Trento.

    Ardamezouriezh

    E latin eo ger-ardamez meur a c'houarnamant, a skol-veur hag a aozadurioù er kornôg ar bed, tremen 20 Stad en o zouez[13]. E Stadoù-Unanet Amerika, 12 Stad diwar 50 o deus dibabet ur sturiad e latin.

    Implijoù all
    Un timbr suis, 1995
    • Meur a film sinema ha stirad skinwel zo bet sevenet gant kendivizoù e latin, evel Sebastiane (Bro-Saoz, 1976)[14], The Passion of the Christ (SUA, 2004)[15], hag ar stirad Barbaren (Alamagn, 2020-2022) [16].
    • Ar Stad suis a embann pezhioù-moneiz ha timbroù merket Helvetia, anv latin ar C'hengevread.
    • Lod chadennoù skingomz a skign abadennoù e latin : Radio Vaticana er Sez Santel, Radio Bremen en Alamagn, Yleisradio Oy ("Skingomz hollek") e Finland – adalek 1989 betek 2019 e skigne Yle an abadenn Nuntii Latini ("Keleier latin"), ur sevij keleier e latin penn-da-benn[17].
    Lizherenn Distagadur
    Klasel Poblek
    a A verr [a̠] [a̠]
    ā A hir [a̠ː] [a̠]
    e E verr [ɛ] [ɛ]
    ē E hir [eː] [e]
    i I verr [i] [e]
    ī I hir [iː] [i]
    o O verr [ɔ] [ɔ]
    ō O hir [oː] [o]
    u V verr [u] [o]
    ū V hir [uː] [u]
    y Y verr [y] [e]
    ȳ Y hir [yː] [i]
    æ Æ [a̠͡e̯ː] > [ɛː] [ɛ], a-wechoù [e]
    œ Œ [ɔ͡e̯ː] > [e] [e]
    au AV [a̠͡u̯ː] [a̠͡u̯ː] > [o]

    Setu amañ un nebeud ditouroù evit latinat (komz latin) ha latinaat (treiñ e latin).

    Da ziwall zo : disheñvel eo distagadur al latin diouzh hini ar brezhoneg ; da skouer, « Veni vidi vici » a zistager "weni widi wiki", ha n'eo ket "veni vidi visi", ha Vicipedia eo « Wikipedia ».

    • Arouez ur soniad hepken, atav an hevelep hini, eo pep lizherenn, a vez distaget atav, zoken e dibenn ur ger.
    Vogalennoù
    a, e, i hag o a zistager evel e brezhoneg.
    u = [ou] : totus ("holl") a zistager "totous".
    y = [u] : synoris ("koublad") a zistager "sunoris".
    Divogalennoù
    An div vogalenn a zistager atav : ae= "ae", au = "aou", eu = "eou", io = "io", oe = "oe".
    Hantervogalennoù
    j = [y] : Julius a zistager "ioulious".
    v = [w] : vacca ("buoc'h") a zistager "wakka".
    kensonennoù
    c a vez atav kalet, = [k] : Cicero a zistager "kikero",
    g a vez atav kalet evel e brezhoneg.
    gn = [g] + [n] : magnus ("bras") a zistager "mag-nous".
    gu = [gw] : lingua ("yezh") a zistager "lingwa".
    h a zianaler skañv : hic ("amañ") a zistager "[h]ik".
    s ne dro ket da [z] etre div vogalenn : rosa ("rozenn") a zistager "rosa" ha n'eo ket "roza".
    m ha n ne friont ket ar vogalenn a zo en o raok.
    qu = [kw]] : qui ("neb") a zistager "kwi" ha n'eo ket "ki".
    t ne dro gwezh ebet da [s] etre div vogalenn : natio ("ganedigezh") a zistager "na-ti-o" ha n'eo ket "nasyo".
    x = [ks], nepred ne vez [gz], zoken etre div vogalenn : exegi "savet em eus" a zistager "eksegi", n'eo ket "egzeji".

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • (en) Herman, József. Vulgar Latin – Translated by Roger Wright. University Park : Pennsylvania State University Press, 2000 (ISBN 978-0-271-02000-6)
    • (en) Knight, Sarah & Tilg, Stefan. The Oxford Handbook of Neo-Latin. Oxford : Oxford University Press, 2018 (ISBN 978-0-19-088699-8)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Wikeriadur
    Sellit ouzh ar ger latin er
    wikeriadur, ar geriadur frank.
    1. (fr) L'Étudiant. Kavet : 06/06/2025.
    2. Herman 2000, p. 5.
    3. Herman 2000, p. 8.
    4. (en) Aubin, Hermann. The reconfiguration of the empire. In : History of Europe @ Britannica. Kavet : 06/06/2025.
    5. (en) Pei, Mario & Gaeng, Paul A.. The story of Latin and the Romance languages. New York : Harper & Row, 1976, pp. 76–81 (ISBN 978-0-06-013312-2)
    6. (en) Deneire, Thomas. Dynamics of Neo-Latin and the Vernacular: Language and Poetics, Translation and Transfer. Leiden: Brill, 2014, pennad-digeriñ (ISBN 978-90-04-26907-1).
    7. (en) Thorley, John. Documents in medieval Latin. Ann Arbor: University of Michigan Press, 1998, pp. 13–15 (ISBN 978-0-472-08567-5)
    8. Mammenn : Incunabula short title catalogue, [a print-out from the database]. London : [British Library], 1990. 1990
    9. (en) What is Neo-Latin? @ University of Cambridge. Kavet : 06/06/2025.
    10. 10,0 ha10,1 (en) Speake, Jennifer & Bergin, Thomas Goddard. Latin Studies. In : Encyclopedia of the Renaissance and the Reformation, p. 272. New York : Facts On File, 2004 (ISBN 978-0-8160-5451-0)
    11. Knight & Tilg 2018, p. 356.
    12. (la) Acta Apostolicae Sedis, 06/09/2024 @ Sez Santel. Kavet : 06/06/2025.
    13. Gwelit ar pennad Gerioù-ardamez broadel.
    14. (en)
    15. (en)
    16. (en)
    17. (fi) (la) Nuntii Latini @ Areena. Kavet : 06/06/2025.