Mont d’an endalc’had

M2 Hyde

Eus Wikipedia
M2 Hyde-Inland
Skeudenn ar pennad M2 Hyde

Ur bistolenn-vindrailher M2 Hyde
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn-vindrailher aotomatek/damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù .45 ACP
Krouerien George Hyde, General Motors
Produer Marlin Firearms
Mare produiñ 1942 - 1943
Niver produet War-dro 400
Pouez ha muzulioù
Mas hollek 4,19 kg
Hirder 813 mm
Hirder ar c'hanol 305 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ teorikel 570 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 292 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv Thompson 20 pe 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An M2 Hyde-Inland zo ur bistolenn-vindrailher ijinet er Stadoù-Unanet evit ezhommoù arme ar vro da vare an Eil Brezel-bed. Ne servijas ket war an dachenn koulskoude, hag ur 400 skouerenn bennak anezhi a voe produet nemetken.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grogas ar Stadoù-Unanet en Eil Brezel-bed e 1941 e oa pourveziet o arme gant pistolennoù-mindrailher Thompson hepken. Koustus ha ponner e oant siwazh, ha klask a reas an arme lakaat sevel pistolennoù-mindrailher all. Fiziet e voe al labour ijinañ e rann Inland an embregerezh General Motors. Adimplijout ha gwellaat a rejont neuze un arm bet breouet gant an ijinour George Hyde e 1935[1], dezhañ ur sistem tennata dre argil, skañvoc'h evit an Thompson, ha resisoc'h da vare an tennoù a-dennadegoù. Kambret e oa e .45 ACP. Gellet a rae tennañ e mod aotomatek pe damaotomatek[2]. Pourveziet e oa gant ar memes kargerioù evit an Thompson.

An arm, anvet Hyde-Inland 1, a voe amprouet gant Rann an Ordrenañs e miz Ebrel 1942. Gwelladennoù a voe degaset warnañ diwar se, hag un eil stumm anvet Hyde-Inland 2 a voe amprouet. An holl amprouennoù a ziskouezas e oa fiziaploc'h ha resisoc'h evit an Thompson[2]. Skañvoc'h e oa ivez, marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da broduiñ. Dre ma oa beuzet Inland gant produiñ ar c'harabinennoù M1 nevez, ar gouarnamant stadunanat a sinas ur gevrat gant Marlin Firearms evit ober 164.500 skouerenn eus ar bistolenn-vindrailher nevez, dindan an anv M2.

An embregerezh Marlin ne vestronie ket mat an teknikoù erbedet gant Inland evit sevel pezhioù metalek zo eus an M2 Hyde, setu e tiskouezas an armoù kentañ produet bezañ izeloc'h o c'halite evit hini ar pimpatromoù. Dre se e vo daleet ar produerezh, hag ar skouerennoù kentañ a voe resevet e miz Mae 1943 gant an arme hepken. Etretant e oa bet savet ur bistolenn-vindrailher all gant George Hyde ha Frederick Sampson e General Motors, diwar c'houlenn Rann an Ordrenañs ivez, deuet da vezañ an M3 "Grease Gun".

Gant donedigezh an M3 e tivizas an arme nullañ ar gevrat evit an M2 e miz Even 1943. 400 skouerenn anezhi a voe produet hepken, ha ne voe ket implijet da vat en emgannoù. Lod anezho a voe distrujet[2]. Un arm ral eo hiziv an deiz, priziet gant an dastumerien.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) CANFIELD Bruce N., U.S. Small Arms of World War II, Andrew Mowbray Publishers, Inc., 2020, 864 p., ISBN 978-1931464864

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) CANFIELD Bruce N., The Forgotten M2 Submachine Gun, American Rifleman, 01/05/2017 (lennet d'an 12/05/2025)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) PIKE Travis, The M2 Hyde: This Submachine Gun was Ahead of Its Time, The National Interest, 19/12/2023 (lennet d'an 13/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan