Mont d’an endalc’had

MAS 49

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant MAT 49.
MAS 49
Skeudenn ar pennad MAS 49

Ur fuzuilh MAS 49
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù eeun
Munisionoù 7,5 × 54 mm 1929C
Produer Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare produiñ 1949 - 1965
Mare implij 1949 – fin ar bloavezhioù 1990
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,900 kg
Hirder 1.075 mm
Hirder ar c'hanol 580 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 850 m/s
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Adstummoù MAS 49/56, MAS 49/56 Police (kambret e 7,62 × 51 mm), MAS 49/56 MSE (fuzuilh-resisted)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar MAS 49, anvet ivez FSA 49 pe FSA Mle 49 diwar hec'h anv ofisiel e galleg Fusil semi-automatique modèle 1949, zo ur fuzuilh damaotomatek a zo bet implijet e arme Bro-C'hall adalek 1950 ha betek fin ar bloavezhioù 1990 en hec'h adstumm MAS 49/56 (pe FAS 49/56). Ganet eo diwar ur patrom savet e 1938 evit kemer plas ar MAS 36. Ar FAMAS a gemeras he flas en arme c'hall adalek deroù ar bloavezhioù 1980.

Istor hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn an Eil Brezel-bed e veze tamm-ha-tamm erlec'hiet ar fuzuilhoù-morailh mod-kozh gant armoù damaotomatek evel an M1 Garand amerikan, an SVT-40 soviedel pe ar Gewehr 43 alaman. Diouzhtu adalek 1944 e c'houlennas Ministrerezh Armeoù Frañs lakaat sevel un arm a seurt-se gant uzin armoù Saint-Étienne, a adimplijas patrom ar fuzuilh MAS 38/40 prest e deroù 1940. Emgann Bro-C'hall hag aloubadeg ar vro er memes bloaz o doa lakaat harz d'ar raktres-mañ.

Gwellaet e voe ar MAS 38/40 en ur zegas ur c'harger fiñv dek kartouchenn dezhi. 6.200 skouerenn eus an arm-mañ, anvet MAS 44, a voe produet adalek 1945 ha roet d'ar soudarded commando marine gall e Indez-Sina.

Kambret e oa ar MAS 44 evit ar c'hartouchennoù gall 7,5 mm 1929C implijet ivez er fuzuilh-vindrailher FM 24/29, ar vindrailherez AA-52 hag er fuzuilh MAS 36.

Ur c'haporal eus 9vet Rejimant ar Génie o tiskouez ur MAS 49/56 montet warni ur vaionetez e 1976.

E 1949 e voe dibabet en ur mod ofisiel ar fuzuilh gant an arme c'hall dindan an anv Fusil semi-automatique MAS 1949. Erlec'hiañ a reas tamm-ha-tamm ar MAS 36, memes ma voe modernizaet lod anezhe e 1951 (hag anvet MAS 36/51). Servijout a reas da vat da vare Brezel Indez-sina e-lec'h ma tapas brud vat gant ar soudarded c'hall. Goude ma voe kollet ar brezel eno gant Frañs e voe implijet ar MAS 49 gant Kambodia ha Viêt Nam. 6.000 anezho a voe ivez gwerzhet gant Bro-C'hall da Siria e deroù ar bloavezhioù 1950. Implijet e voent e brezel Liban.

Daoust d'he c'halite e oa re hir ar MAS 49. Karget e voe uzin armoù Saint-Étienne da sevel ur stumm skañvoc'h ha berroc'h anezhi, a voe krouet e 1956 hag anvet MAS 49/56. Ur stumm karabinenn e oa eus ar MAS 49, gouest da dennañ greunadennoù-fuzuilh[1]. Servijout a reas etre daouarn soudarded c'hall zo e brezel Aljeria.

An FSA MAS 49/56 a gemeras tamm-ha-tamm plas an holl FSA 49 ha MAS 36/51 evit dont da vezañ arm standart an arme c'hall asambles gant ar bistolenn-vindrailher MAT 49. Paouez a reas produiñ ar MAS 49 e 1965. Kemeret e voe he flas gant ar FAMAS adalek ar bloavezhioù 1980 met chom a reas e servij e unvezioù 'zo eus an arme c'hall betek ar bloavezhioù 1990.

Skouerennoù 'zo eus ar MAS 49 a voe kemmet er bloavezhioù 1970 evit gellet kambriñ munisionoù .308 Winchester, met implij ar c'halibr 7,5 mm gall a voe un diaesamant evit ezporzhiañ anezhi da vroioù all ha ne oant ket bet trevadennoù eus Bro-C'hall[2].

Implijerien all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pourveziet e voe armeoù ha gwarded-prezidanted ar broioù-mañ gant fuzuilhoù MAS 49 pe MAS 49/56 :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) ACHARD Olivier, L'Univers des fusils, Solar 2002, p.74
  2. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.144
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan