Marrakech

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | Imperial cities of Morocco ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1065 ![]() |
Anv ofisiel | مراكش ![]() |
Anv er yezh a orin | Mrrakc ![]() |
Anv annezidi | Marrakéchoise, Marrakéchois, Amrrakci, Tamrrakcit ![]() |
Diazezer | Abu Bakr ibn Umar ![]() |
Stad | Maroko ![]() |
Kêr-benn eus | Almoravided, Almohaded, Marrakesh-Safi ![]() |
E tiriad | Marrakesh Prefecture ![]() |
Gwerzhid-eur | Western European Time, UTC±00:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 31°37′46″N 7°58′52″W ![]() |
Penn an aotrouniezh | Fatima Ezzahra El Mansouri ![]() |
Ezel eus | Organization of World Heritage Cities ![]() |
Perc'henn war | Marrakesh Stadium, Stade El Harti ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Marrakesh, Siege of Marrakesh, Siege of Marrakesh ![]() |
Present in work | Civilization V ![]() |
Kod-post | 40000 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ville-marrakech.ma ![]() |
Istor | history of Marrakesh ![]() |
Category for the view of the item | Category:Views of Marrakech ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Marrakech ![]() |

Marrakech (arabeg : مُرَاكُش "Murrākušh", anv orin berberek: Mṛṛakc / ⵎⵕⵕⴰⴽⵛ) zo ur gêr e kreiz Maroko.

Anavezet eo evel "Kêr Ruz" hag unan eus peder c'hêr impalaerel Maroko eo, gant Rabat, Meknès ha Fes. Poblet eo gant 1 014 813 a dud (e 2024). Kêr-benn proviñs Marrakech-Tensift-El Haouz eo, e traoñ ar Menezioù Atlas e kreisteiz Maroko.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel kalz kêrioù e Norzhafrika hag er Reter-Nesañ ez eo Marrakech ur gêr gozh gant mogerioù (ar medina) hag ur gêr vodern nepell (ar Gueliz). Aerborzh Etrebroadel Menara (RAK) hag un hent-houarn a liamm anezhi ouzh Casablanca hag ouzh an norzh. Marrakech eo an trede kêr pobletañ e Maroko goude Casablanca ha Rabat.
Ur gêr istorel eo Marrakech; sellet e vez outi evel kalz muioc'h "afrikan" eget ar c'hêrioù bras all hag a zo aroueziet gant he sevenadur berber. Krouet e voe e 1062 gant ar sultan Almoravid Yusuf ibn Tashfin. Kreskiñ a reas betek bezañ kêr-benn armerzhel ha sevenadurel su Maroko hag e-pad ur pennad er Grennamzer e voe ivez kêr-benn ar vro a-bezh.
Ar brasañ souk (marc'had digor) er vro a gaver amañ ha brudet eo kêr ivez evit an Djemaa el Fna, ur blasenn vras digor a vez leun ag akrobated, diduerien, konterien ha sonerien eus ar mintin d'an noz pa dremen en ur seurt preti digor bras gant un toullad stalioù boued.
Ul lec'h Glad ar bed war roll UNESCO eo medina Marrakech.
Meur a bark ha liorzh zo e kêr, en o zouez Liorzh Majorelle ha Liorzh Menara.
Gouarnamant lec'hel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marrakech eo kêr-benn ha kreizenn velestradurel proviñs Marrakech-Tensift-El Haouz. Renet eo Marrakech gant ur c'huzul-kêr ennañ 80 dilennad. E-kerzh an hañv 2009 e oa bet gounezet ur plas gant kêr Marrakech en istor ar merc'hed marokan pa oa bet dilennet an aotrounez Fatima Zohra El Mansouri da vaer gant un emvod-meur eus ar c'huzul : ar wech kentañ eo d'ur vaouez dont da vezañ maer en istor Maroko a-bezh [1].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ibn al-Banna al-Marrakushi (1256 - war-dro 1321), matematikour ha steredoniour.
- Élisabeth Guigou (ganet e 1946), politikourez.
- Mordechai Vanunu (ganet e 1954), skiantour.