Mont d’an endalc’had

Odovacer

Eus Wikipedia
Odovacer
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhtalvoud ebet, Kingdom of Italy Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOdoacer Kemmañ
Deiziad ganedigezh433 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPannonia Prima Kemmañ
Deiziad ar marv15 Meu 493 Kemmañ
Lec'h ar marvRavenna Kemmañ
TadEdeko Kemmañ
Breur pe c'hoarOnoulphus Kemmañ
PriedSunigilda Kemmañ
BugelThela, frankish princess Kemmañ
Micherpenn brezel Kemmañ
KargRoll rouaned Italia Kemmañ
RelijionArianegezh Kemmañ
Perzhiad eDeposition of Romulus Augustulus Kemmañ
Prantadlate antiquity Kemmañ


Odovacer, pe Flavius Odovacer (433-493), a oa un ofiser eus an Impalaeriezh roman hag ur roue barbar en Italia (476-493).

Ar vro ma rene Odovacer

Moarvat e oa ur Skir a orin, eus ur bobl kevredet gant an Huned. Kuitaat a reas Pannonia da vont da servij en arme roman. Dre ma kave dezho e veze graet bravoc'h d'ar varbared trec'het eget da soudarded an arme roman en em savas bagadoù a-enep Flavius Orestes, pennjeneral an arme roman hag e vab Romulus Augustulus, 12 vloaz, a oa bet lakaet da impalaer gant e dad. Odovacer a gemeras penn an emsavadeg, a gasas e armead a-enep ar jeneral Paulus, breur da Orestes, hag a ziskaras Romulus Augustulus en 476.

Pezh moneiz Odovacer

Petra bennak ma oa ar galloud etre e zaouarn e lavare bezañ patricius dindan an impalaer Zenon, impalaer Kergustentin, hag e meur a ziell latin eo meneget evel rex (roue). Kristen arian e oa met ne gemeras ket perzh en tabutoù relijiel.