Mont d’an endalc’had

Oujda

Eus Wikipedia

Oujda (, Wejda / ⵡⴻⵊⴷⴰ e tamazight), arabeg: وجدة‎ ) a zo ur gêr e biz Maroko. Emañ war-dro 15 km er c'hornôg d'an harzoù etre Maroko hag Aljeria ha war-dro 60 km er su d’ar Mor Kreizdouar. Poblañs : war-dro 500 000 a dud. Kêr-benn rannvro ar Reter eo.

  • Ur gêr greantel eo.
  • Eno emañ skol-veur Mohammed Iañ, digoret e voe e 1978.
  • Aerborzh Oujda-Angads.
  • Un hent-houarn a liamm Oujda ouzh Fes ha Casablanca er c'hornôg ; ul lodenn eus ul linenn a-dreuz ar Maghreb a liamme Maroko, Aljeria ha Tunizia e oa, met abalamour d'an trubuilhoù en Aljeria n'eus servij ebet en tu all d'an harzoù abaoe 1994.
  • Kavout a reer un nebeud testenioù eus bezañs ar Romaned amañ pa oa ul lodenn eus proviñs Mauretania Tingitana. Krouet e voe ar gêr a-vremañ e 994 gant Ziri ibn Atiyya, roue ar Zenata Berber. Adsavet e voe kêr en XIIIvet kantved gant ar sultan Abou Youssef . Aloubet e voe gant Bro-C'hall e 1844 hag adarre e 1859. Dindan kontroll Bro-C'hall e voe implijet Oujda gant ar C'hallaoued evel kamp milourel evit mestroniañ reter Maroko.
  • Fuzuilhet e voe daou soudard breizhat eno gant al lu gall, unan d'an 13 a viz Meurzh 1915, egile d'an 30 a viz Here 1916.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Sidi Yahya, sant mojennel.

Tud bet ganet en Oujda

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded vreizhat fuzuilhet gant al lu gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean Baptiste Le Garff, ganet en Oriant d'ar 21 a viz Du 1887, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet d'an 30 a viz Here 1916[1].
  • François Thomas, ganet e Koadoud d'ar 27 a viz Mae 1885, soudard en 11vet strollad ispisial, fuzuilhet d'an 13 a viz Meurzh 1915 evit «tagadenn ouzh daou uhelad, dismeg ouzh un uhelad e-pad ar servij, rebellerezh ouzh an arme graet gant ouzhpenn daou zen dizarm»[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha dave

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  2. Mémoire des hommes