SZA

SZA (distaget sizuh e saozneg), eus e añv gwir Solána Imani Rowe, a zo ur ganerezh, kompozer ha skrivagnerez R&B amerikan. Ganet eo d’an 8 a viz Du 1989 e Sant-Loeiz, e stad Missouri.
An añv leurenn SZA en deus ur gwir ster : an S a arouez souveren pe salver, Z a dalv Zig-Zag (= anaoudegezh, furnez), hag an A a arouez Allah.
Biografiezh ha deskadurezh
Kresket eo Solána e Maplewood, e stad New Jersey. He gerent a zo afro-amerikan, he zad a zo anvet Abdul, muzulman eo ha produer eo er chadenn CNN. He vamm a zo anvet Audrey, kristen eo ha sternerez e AT&T, servij pellgomz brasañ SUA.
Disavet eo bet er feiz muzulman : goude ar skol ez ae en ur skol prientiñ muzulman, met goude gwalldaolioù an 11 a viz gwengolo 2001 he deus dibabet paouez gwiskañ he hijab abalamour da evezhiadennoù drouk a-berzh he gamaladed, met kendalc’het he deus pleustriñ an Islam. Mont a rae ivez d’ar Sunday School, un ensavadur deskadurezh evit ar vugale diwar ar relijion kristen.
Skoliataet eo bet e Columbia High School, e lec’h he deus kroget d’ober sport, dreist-holl jimnastik (embregerezh korf), cheerleading ha dañs. E-pad he eil bloavezh lise eo bet rummet e-touesk gwellañ jiminasted ar Stadoù-Unanet.
Goude bezañ bet tapet he diplom e 2008 eo aet Solána da studiañ ar biologiezh mor e Delaware State University. Paouezet he deus e-pad he c’hwec’hmiziad diwezañ evit labourat e meur a micherioù bihan a-benn gounid arc’hant ha gallout en em greizenniñ war e sonerezh. Ne oa ket ur mare aes eviti, alies e oa o evañ alkool, butuniñ ha kousket e-pad an devezh dre ma e laboure et ostalerioù ha kluboù.
Deroù er sonerezh ha EPoù kentañ
E 2011 he deus kejet evit ar wech kentañ gant izili al label Top Dawg Entertainment (TDE) dre e amourous a oa ur sponsor eus ur sonadeg e lec’h e oa Kendrick Lamar, ur raper amerikan mui-anavezet hiziv an deiz, o kanañ. Kanaouennoù kozh SZA, bet enrollet gant e mignoned hag o implijout sonerezh o tont eus internet, a zo bet kaset da prezidant al label, Terrence Henderson, a zo bet plijet kalz gante. rurd
D’an 29 a viz Here 2012 he deus embannet SZA he unan he EP kentañ, anvet See.SZA.Run. Resevet mat eo bet an EP er mediaoù, dreist-holl ar c’homzoù eno.
D’an 10 a viz Ebrel 2013 he deus embannet (he-unan c’hoazh) he eil EP, anvet S. Evezhiadennoù mat zo bet resevet gantañ, da skouer eo bet lavaret e veze santet emfiziañs ha breskted ennañ. Embannet e oa bet ur c’hlip evit mont gant an EP, ur vidéo diwar ar ganaouenn pennañ (ar « single ») anvet Ice.Moon.
Chomet e oa e darempred SZA gant Terrence Henderson, prezidant al label Top Dawg Entertainment, ha pa en deus gwelet e oa kroget ganti bezañ anavezet un tamm en deus divizet sinañ anezhi en e label, d’ar 14 a viz Gouere 2013. Kanerezh kentañ al label eo neuze SZA, dre ne oa a-raok nemet paotred sinet eno. E miz Here 2013 he deus ambrouget ar strollad Suediz Little Dragon war o troiad 4 sonadeg e Amerika, eus Los Angeles betek New York. E miz Kerzu eus ar memes bloavezh he deus embannet ur ganaouenn nevez, Teen Spirit, hag a zo bet admiksed gant ur poz nevez digant 50 cent hag ur c’hlip vidéo evit mont ganti. E 2014 eo bet klevet SZA war meur a featuring gant kanerien he label, evel Isaiah Rashad pe Schoolboy Q.
Ar memes bloavezh he deus embannet he 3de EP, Z, d’ar 8 a viz Ebrel, kaset war-raok gant ar ganaouenn Babylon, ur featuring gant Kendrick Lamar, hag ar c’hlip ganti. Penn-kentañ un dastumadeg bras a kenlabourioù etre an daou e oa. Meur a sonadegoù zo bet graet ganti evit brudañ an EP, hag a zo bet rummet niverenn 39 er Billboard 200, ur renkament sizhuniek eus an 200 gwerzhioù albom gwellañ (pep stil sonerezh mesket).
Adalek 2015, pa oa o labourat war e 4e EP anvet A, he deus kroget SZA da skrivañ kanaouennoù evit kanerien all, evel Nicki Minaj, Beyoncé, Travis Scott pe c’hoazh Rihanna gant ar ganaouenn Consideration. Kanet he deus ivez gant Rihanna war ar ganaouenn-mañ, ha memes war-eeun er Brit Awards e 2016, ar pezh en deus sikouret anezhi da vezañ brudetoc’h-brudetañ. Kendalc’het he deus da genlabourat gant mignoned he label, evel Ab-Soul, Schoolboy Q hag Isaiah Rashad. Klevet eo bet ivez e giz drekleur mouezherezh (« background vocalist ») war daou ganaouenn tennet eus pladenn Kendrick Lamar To Pimp a Butterfly, hag ivez war ur featuring all anvet Untitled 04 | 08.14.2014.
2017 : kenlabourioù hag albom kentañ
A-benn ar fin n’he deus morse embannet ar 4e EP, A, an hini a oa sañset klozañ an trilogiezh EP SZA. E plas he deus embannet he pladenn (albom) kentañ, Ctrl (Control) d’an 9 a viz Even 2017, goude bezañ sinet ur c’hevrad gant RCA Records e miz Ebrel. Diasamentoù he deus bet gant an albom-mañ, da skouer gant ar fed choaz peseurt kanaouennoù lakaat ennañ, pe c’hoazh tennderioù gant he label, ar pezh en deus degaset un dale embannadur bras, ha memes ur c’hoant ganti paouez gant ar sonerezh…
Ctrl a zo un albom R&B, gant elfennoù jazz ha sonerezh « alternative » ha rock ennañ. Ar wech-mañ eo bet renket niverenn 3 er Billboard 200, hag ar 5 ganaouenn brudañ (Drew Barrymore, Love Galore, The Weekend, Broken Clocks ha Garden (Say It Like That)) a zo bet testenniet Diw wech Platin (Double Platinum) (pe muioc’h).
Anvet eo bet e-touesk pladennoù gwellañ 2017 gant kazetennoù evel Time, New York Daily News ha Vice.
Etre Eost 2017 ha C’hwevrer 2018 eo aet SZA d’ober un troiad 50 sonadeg e Norzh Amerika hag Okeania. E-pad ar memes mare he deus ivez kenlabouret gant leun arzourien ha strolladoù, evel Maroon 5, Khalid, Post Malone, Lorde, Mark Ronson, Tame Impala, Cardi B, hag embannet he deus ar ganaouenn Quicksand evit bandenn son an heuliad Insecure krouet gant HBO.
Resevet he deus 5 anvidigezh e Grammy Awards 2018, da skouer Gwellañ Arzourez Nevez, met n’he deus gounezet mann.
E miz genver ar memes bloavezh he deus kenlabouret gant Kendrick Lamar ur wech all war ar ganaouenn All the Stars evit bandenn-son Black Panther, ur film Marvel. Ur berzh eo bet ar ganaouenn, renket niverenn 7 er Billboard Hot 100, ur renkamant sizhunek eus ar 100 ganaouenn selaouet ar muiañ.
2019-2023 : kenlabourioù hag eil albom
E 2019 he doa komzet SZA eus e albom o tont, met seblant a ra e oa bet daleet c’hoazh abalamour da dizemglevioù nevez gant al label TDE hag e prezidant, Terrence Henderson. Er mare-se he doa kenlabouret gant meur a arzourien evel Dj Khaled pe Justin Timberlake.
Distroet e oa e-giz kanerezh e-unan e miz Gwengolo 2020 want ar ganaouenn Hit Different, hag e miz Kerzu gant Good Days, a zo bet renket niverenn 9 er Billboard Hot 100. E miz Ebrel 2021 eo bet klevet war ganaouenn Doja Cat Kiss Me More, hag a zo bet ur berzh bedel, eus Aostralia betek Lituania. Tapet o deus ar rekord evit ar featuring mec’hed chomet ar pellañ er Hot 100, ha gounezet o deus ar Grammy Award evit ar Gwellañ Ganaouenn e Duo. E fin ar memes bloavezh he deus embannet en un doare ofisiel ar ganaouenn I Hate U goude e voe brudet forz-pegement war TikTok.
D’an 9 aviz Even 2022, evit lidañ 5vet deiz-ha-bloazh an albom Ctrl he deus embannet un doare Deluxe, gant kanaouennoù nevez ennañ.
Goude-se he deus kendalc’het brudañ he albom o tont gant kanaouennoù nevez evel Shirt, Blind, Nobody Gets Me, Kill Bill ha Snooze.
D’an 9 a viz Kerzu 2022 e voe embannet he eil albom, SOS, gant kalz a stiloù sonerezh mesket ennañ evel R&B, rap, rock, pe c’hoazh pop. Chomet eo SOS niverenn 1 er Billboard 200 e-pad 7 sizhun, Kill Bill a zo bet niverenn 1 er Hot 100 ha Snooze a zo chomet er Hot 100 e-pad tout ar bloavezh 2023. Aet eo SZA d’ober un troiad a 63 sonadeg e Norzh Amerika, Europa hag Okeania.
Kendalc’het he deus kenlabourat gant kanerien all evel Lizzo, Drake ha memes merkoù evel Skims.
2024 betek bremañ
Evit brudañ he albom o tont, SOS Deluxe : Lana, eo bet embannet ar ganaouenn Saturn, a zo bet niverenn 10 er Billboard Hot 100 hag en deus gounezet priz ar Gwellañ Ganaouenn R&B er Grammy Awards 2025.
Embannet e voe Lana d’an 20 a viz Kerzu 2024, hag ur berzh eo bet c’hoazh hag adarre.
War an albom ez eus ur featuring gant Kendrick Lamar, 30 for 30, ha war albom Kendrick Lamar (GNX) ez eus 2 featuring gant SZA, Luther ha Gloria. Kanet o deus asambles er Superbowl Halftime Show d’an 9 a viz C’hwevrer 2025, ha mont a reont d’ober un troiad asambles, anvet Grand National Tour, eus Ebrel betek Eost, e Norzh Amerika hag Europa.
C’hoariet he deus SZA evit ar wech kentañ en ur film anvet One of Them Days, erruet er sinema e penn-kentañ 2025.
Engouestl politikel
Komz a ra SZA eus traoù a-bep seurt en e ganaouennoù, evel diaesterioù yec’hed psikologel pe darempredel ha memes sinema, met estreget he sonerezh eo anavezet SZA evit e engouestl politikel war sujedoù a bep seurt. Engoustlet eo da skouer evit ar justis sokial hag endroel, gwirioù ar Palestinianed, ar c’humuniezh Muzulman, a-enep Donald Trump hag ar gwennelouriezh… Sikouret he deus ivez kumuniezhoù bet tizhet gant ar gorvetenn Harvey e 2017 hag ar C’hovid e 2020.