Taylor Swift
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Taylor Swift ![]() |
Anv ganedigezh | Taylor Alison Swift ![]() |
Anv-bihan | Taylor ![]() |
Anv-familh | Swift ![]() |
Lesanv | Nils Sjöberg ![]() |
Deiziad ganedigezh | 13 Kzu 1989 ![]() |
Lec'h ganedigezh | West Reading ![]() |
Tad | Scott Swift ![]() |
Mamm | Andrea Finlay ![]() |
Breur pe c'hoar | Austin Swift ![]() |
Kar | Marjorie Finlay ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Tachenn labour | country music, sonerezh pop ![]() |
Bet war ar studi e | Hendersonville High School, Wyomissing Area Junior/Senior High School ![]() |
Lec'h annez | Nashville ![]() |
Lec'h labour | Nashville ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2003 ![]() |
Relijion | kristeniezh ![]() |
Perzhiad e | Conflict between Taylor Swift and Kanye West, Ice Bucket Challenge ![]() |
Voice type | mezzo-soprano ![]() |
Pladennrolladur | Taylor Swift discography ![]() |
Oberenn heverk | Shake It Off, Anti-Hero, Cruel Summer, Blank Space ![]() |
Ezel eus | Silence Breakers ![]() |
Label sonerezh | Big Machine Records, Republic Records, Universal Records ![]() |
Bet kinniget evit | Grammy Award for Album of the Year, Grammy Award for Best New Artist ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://taylorswift.com ![]() |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | Broadcast Music, Inc. ![]() |
Rummad tost | Category:Films directed by Taylor Swift ![]() |
Fandom | Swifties ![]() |
Roll elfennoù | list of awards and nominations received by Taylor Swift ![]() |

Taylor Alison Swift, bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e Reading (Pennsylvania, Stadoù-Unanet Amerika), zo un aktourez hag ur ganerez-sonaozerez stadunanat. Sevel ha kanañ a ra kanaouennoù a-ziwar he buhez. Un arzourez bras-bras he brud hag he levezon eo en deiz hiziv : ar sonerez he deus graet berzh ar muiañ eo en XXIvet kantved, gant he zonioù, he videoioù koulz hag he sonadegoù.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet eo bet Taylor gant he zud abalamour d'ar soner folk-rock James Taylor. E Pennsylvania eo bet desavet gant ur familh katolik, hag e laz-kanañ ar barrez e kane asambles gant he mamm-gozh. Sachet eo bet Taylor vihan gant ar marc'hegañ da gentañ, gant ar c'hoariva da c'houde ha gant ar sonerezh country da echuiñ. Krog eo da ganañ hec'h-unan da-geñver abadennoù a bep seurt : foarioù, gouelioù, ostalerioù, kenstrivadegoù... Pa oa 14 vloaz e kuitaas he zad e labour gant ar soñj da sikour e verc'h da reiñ lañs d'he c'harierenn : mont a reas ar familh Swift da vevañ e Tennessee, nepell diouzh Nashville, abalamour ma oa kêr-benn ar muzik country.
Penn-kentañ he sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2005, da 15 vloaz, he doa sinet gant al label Big Machine Records, daoust ma oa bet skoazellet gant RCA Records da gentañ. Da gomañs e savas div bladenn tonioù country warno, Taylor Swift e 2006 ha Fearless e 2008. Teir c'hanaouenn anezho – "Teardrops on My Guitar", "Love Story" ha "You Belong with Me" – a yeas da single-ioù skignet gant radioioù country ha pop. Er Stadoù-Unanet e voe gwerzhet ur milion a skouerennoù eus he fladenn gentañ dindan vloaz ; evit an eil e voe an albom gwerzhet ar muiañ eno e 2009. Tamm-ha-tamm e pellaas diouzh ar country hag e cheñchas he brud evit mont war-du tonioù rock (gant ar bladenn Speak Now e 2010), electro (gant Red e 2012) ha synth-pop (gant 1989 e 2014). Evel krampouezh e voe gwerzhet ar bladenn Reputation, a zeuas er-maez e 2017, gant tonioù anat levezon an hip-hop warno. Meur a ganaouenn eus ar bladenn-se a voe renket da gentañ single er Billboard : "We Are Never Ever Getting Back Together", "Shake It Off", "Blank Space", "Bad Blood" ha "Look What You Made Me Do".
E 2018 e sinas Taylor Swift ur gevrat gant al label Republic Records. Betek-henn he deus savet pemp pladenn gant an ti-embann-se : unan electropop e 2019 (Lover), div kentoc'h indie folk er memes bloaz e 2020 (Folklore hag Evermore), ha div pop penn-da-benn (Midnights e 2022 ha The Tortured Poets Department e 2024). Gant ar pladennoù-se ivez he deus tapet kentañ plas ar Billboard meur a wech er bloavezhioù 2020, gant "Cardigan", "Willow", "All Too Well", "Anti-Hero", "Cruel Summer", "Is It Over Now?" ha "Fortnight".
C'hwec'h troiad sonadegoù he deus graet Taylor Swift en he buhez, en o mesk an hini vrasañ bet aozet a-viskoazh, anvet The Eras Tour (2023–2024). Er Stadoù-Unanet e voe peurwerzhet an holl dikedoù evit an droiad-se dindan 24 eurvezh.
He vrud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo Taylor Swift da vezañ unan eus an arzourien brudetañ, pinvidikañ ha galloudusañ er bed-holl. Gwerzhet he deus muioc'h evit 50 milion a bladennoù en holl – gant 32 milion e Stadoù-Unanet Amerika – ha 150 milion a single-ioù. Swift zo neuze unan eus ar gwellañ gwerzherien pladennoù er bed hag en istor. 1,6 miliard a zollarioù he defe gounezet gant he muzik hepken. Prizioù a-leizh zo aet ganti, evel da skouer 14 Grammy Award, 29 American Music Award ha 23 Billboard Music Award. Meur a rekord he deus tapet ivez, evel er bloaz 2023, pa oa renket pemp eus hec'h albomoù e-mesk top 10 ar pladennoù gwerzhet ar muiañ. Taylor Swift zo bras he brud hag he berzh abalamour ma oar mat-tre kehentiñ hag ober gant ur strategiezh marketing efedus. Gouzout a ra diouzh an doareoù skignañ nevez evel ar streaming, ha peurlipat a ra hec'h oberennoù evito, evel ar c'hlipoù bep taol ma embann tonioù nevez. Heuliet hag harpet e vez he labour gant ar Swifties, evel ma vez graet eus he fanbase, da lavaret eo eus an dud sot-pitilh gant he muzik. Kalz e vez maget brud an arzourez gant ar mediaoù, a embann forzhik traoù diwar-benn he buhez pemdez.
E 2023 e voe dilennet Taylor Swift da « bersonelezh ar bloaz » gant Time Magazine, rak estreget bed ar sonerezh he deus krog warnañ : bras eo he levezon war ar gevredigezh dre vras, dreist-holl er Stadoù-Unanet. An dra-se zo kaoz e voe graet kalz anv eus he savboent war an dachenn bolitik, pa c'houlennas gant ar re yaouank mont da votiñ, pe pa savas a-du gant Joe Biden e 2020 ha Kamala Harris e 2024.


Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taylor Swift (2006)
- Fearless (2008)
- Speak Now (2010)
- Red (2012)
- 1989 (2014)
- Reputation (2017)
- Lover (2019)
- Folklore (2020)
- Evermore (2020)
- Midnights (2022)
- The Tortured Poets Department (2024)
Troioù sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fearless Tour (2009–2010)
- Speak Now World Tour (2011–2012)
- The Red Tour (2013–2014)
- The 1989 World Tour (2015)
- Reputation Stadium Tour (2018)
- Lover Fest (2020)