Tigrae
Tigrae | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Ur ganienn e Tigrae
| |
Riez | ![]() |
Kêr-benn | Mek'ele |
Gorread | 53,036 km² |
Poblañs | 5 936 000 a dud (2024) |
Stankter | 110 den/km² |
Gwerzhid-eur | UTC+3 |
14° 7′ 28″ N, 38° 43′ 26″ R ![]() |
Tigrae, pe Tigray (geuzeg : ትግራይ) zo ur rannvro e norzh Etiopia, war ribl an harzoù gant Eritrea pelloc'h en norzh, Soudan er c'hornôg ha rannvro Amhara er su. Mek'ele eo ar gêr-benn. Al lod brasañ eus ar boblañs a zo eus ar genel heñvelanvet.
Gouarnamant Tigrae a zo rannet gant ur galloud seveniñ renet gant ar prezidant Tadesse Werede[1], gant ur galloud lezenniñ, ur C'huzul-Stad hag ur skourr justis hag a zo suj d'al lezvarn uhelañ.
E penn-kentañ miz Du 2020 e oa kroget ur bec'h etre Talbenn poblek dieubidigezh Tigrae (TPLF) ha gouarnamant kevredadel Etiopia (harpet gant Eritrea)[2] ; buan eo aet ar bec'h betek dont da vezañ Brezel Tigrae, o plantañ reuz bras er rannvro,[3] ha deuet eo war wel anat e oa ur c'hampagn naetadur etnek eus ar boblañs tigraean[4] Ouzhpenn da 600 000 den a vije bet lazhet e-kerzh ar brezel[5][6][7].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Addis Standard, 08/05/2025. Kavet : 08/05/2025.
- ↑ (en) Al Jazeera, 06/03/2021. Al Jazeera. Kavet : 08/05/2025.
- ↑ (en) BBC News, 04/11/2020. Kavet : 08/05/2025.
- ↑ (en) Al Jazeera, 18/06/2021. Kavet : 08/05/2025.
- ↑ (en) The Globe and Mail, 21/10/2022. Kavet : 08/05/2025.
- ↑ (en) The Nation, 10/05/2022. Kavet : 10/05/2022.
- ↑ (en) Forbes, 26/10/2022. Kavet : 08/05/2025.
![]() ![]() |
|||||
---|---|---|---|---|---|
|