Mont d’an endalc’had

Triskell

Eus Wikipedia

Dont a ra ar ger triskell eus an henc'hresianeg τρισκελης triskelê "teir gar". E meur a vro eo bet stilekaet gant krommennoù deuet da vezañ krouidigezhioù arzel, dreist-holl er broioù keltiek. Implijet eo bet gant strolladoù politikel breton en XXvet kantved, met brudet eo bet dreist-holl gant Alan Stivell adalek ar bloavezhioù 1970, betek dont da vezañ un arouez breizhek evit ar braz eus an dud.

Koshañ merk an triskell a gaver en enez Malta da vare Oadvezh ar maen, e-tro 4000 kt JK. An hini brudetañ eo hini Sí an Bhrú (Newgrange)' e Kontelezh An Mhí en Iwerzhon (e-tro 3200 kt JK). E bed ar Gelted adalek an eizhved kantved e kaver kizelladurioù da vare Oadvezh an houarn betek Galiza hag Asturies. Savet int gant linennoù kromm gwech troet war an tu dehou gwech war an tu kleiz.

Pelloc’h, adalek ar VIvet kantved kent JK, eo bet adimplijet ar mennozh war pezhioù moneiz ha poderezh bed an Henc’hresianed tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Met disheñvel eo rak teiresker eo a vez treset.

Er Grennamzer eo bet implijet kalz en ilizoù gotek. Hini Saint-Antoine-l'Abbaye e departamant an Isère eo an hini ma'z eus ar muiañ a driskelloù en he frenistri. E Breizh e kaver an teiresker ouzh dor maner Kercarantel e Gwalc'hion abaoe deroù ar XVIvet kantved[1],[2]. Er savadurioù relijiel, dreist-holl e kaver prenistri pevarskell e-giz e Itron-Varia-an-Hent e Sant-Ivi pe Sant-Andrev en Erge-Vras.

Ar stummoù gallek triskèle zo bet dibabet e 1850 gant an henc'hresianegour Honoré de Luynes, en deus studiet pezhioù moneiz Henc'hres[3] Implijet e vez ivez ar stumm triscèle. Met n'eus roud ebet eus triskell er geriadurioù brezhonek betek dibenn an XXvet kantved, pa voe ret gortoz 1999 evit ma vefe meneget ar ger e hini Frañsez Favereau. E Geriadur brezhoneg An Here e [[2001}}, p. 1325. e roer ar stêr-mañ : Lun kinklañ, anezhañ tri skourr kromm pe grommoc'h stag ouzh ur poent kreiz. Heñvelster : Teiresker. Adkemeret eo bet an arouez-se gant broadelourien vreton adalek 1913, er gelaouenn Brittia. Er gelaouenn Breiz Atao ec’h implijer an hevoud adalek 1925. Dilezet eo bet buan a-walc’h gante dre ma oa re dost ouzh kroaz kamm an nazied. Strollad Broadel Breiz (P. N. B) a reas gant arouez an triskell adalek 1937, betek implijout an anv gant e gelaouenn diabarzh e-pad an Eil Brezel-bed.

Alan Stivell eo an hini en deus lakaet war wel an Triskell adalek 1968 ; arouez ar spered hollvedel eo, hervezañ[4]

  • 1941-1945 : en [Alamagn]] evel arouez 27vet rannlu SS Langemarck.
  • Bloavezhioù 1970 : e Breizh e teuas da vout diouzh ar c'hiz ; An Triskell a oa strollad sonerezh, Le Triskell zo ur sal sevenadurel e Pont ’n Abad[5], Triskalia zo ur gevelouri bet krouet e 2010.
  • En Iwerzhon e vez implijet an triskell en ospitalioù evit merkañ ez eus unan bennak aet da Anaon pe war e dremenvan[6].
  • Un triskell eo logo Rann an treuzdougen gouarnamant SUA[7]
  • Un triskell eo arouez ar pleustradoù reizhel anvet BDSM (Bondage & Discipline, Domination & Soumission, Sadism & Masochism)[8].
  • Er stlenneg ez eo arouez ar reizhiad korvoiñ Trisquel skignet gant GNU/Linux[9].

=Arouezelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zisplegadenn d'an triskell zo bet kinniget.

  • Sav-heol, neinboent ha kuzh-heol[10]
  • Unvaniezh ar gevredigezh geltiek : [[drouiz}}ed, rouaned ha labourerien.
  • Dour, douar ha tan.
  • Neñv, douar ha dour.
  • Tri Doue : Lug, Ogme ha Dagda.
  • Hun, hunvre ha dihun.
  • Yaouankiz, oad gour ha kozhni.
  • An Drinded kristen : Tad, Mab ha Spered santel.

Kizelladurioù ha livadurioù istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Galiza

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Bulletin de la Société d'émulation des Côtes-du-Nord, 1933, [https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k58028892/f33.image.r=(prOx:%20%22triskèle%22%2010%20%22kercarantel%22)?rk=21459;2 p. xxxi]. Kavet : 27 Ebrel 2025.
  2. (fr) Michèle Harzo (09/10/2017) : Le manoir de Kercarantel par Frotier de la Messelière. Kavet : 27 Ebrel 2025.
  3. (fr) Honoré Théodoric d'Albert de Luynes (1802-1867) : Études numismatiques sur quelques types relatifs au culte d'Hécate.... Paris : Legare Street Press, 2023 (ISBN 978-1-02-265039-8)
  4. (fr) Alan Stivell : Racines interdites / Gwriziad difennet. Paris : JC Lattès, 1979, p. 77.
  5. (fr) Lec'hienn ofisiel.
  6. (en) [[cite web|url=https://media.childrenshealthireland.ie/documents/End-of-Life-Symbol.pdf |title=End of Life Symbol @ Sláinte Leanal Éireann|accessdate=27 Ebr 25}}
  7. (en) U. S. Department of Transportation @ U. S. Government. Kavet : 27 Ebr 25.
  8. (fr) Le triskèle dans tous ses états @ La Fille de Mars. Kavet : 27 Ebr 25.
  9. (fr) Trisquel GNU Linux. Kavet : 27 Ebr 25.
  10. (fr) Kruta, Venceslas. Images de Dieux – L'iconographie sacrée des Celtes. In : Religions & Histoire,‎ niv. 10, Gwengolo/Here 2006, pp. 32-49, 2006 (ISSN 1772-7200)