Mont d’an endalc’had

Pattern 1914 Enfield

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Lee-Enfield.
Pattern 1914 Enfield
M1917 Enfield
Skeudenn ar pennad Pattern 1914 Enfield

Ur fuzuilh Pattern 1914 Enfield kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden)
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision .303 British
.30-06 Springfield (stumm SUA)
7 × 57 mm Mauser (stumm Remington 1934)
7,92 × 57 mm Mauser (stummoù kemmet en Europa da vare brezel Spagn)
Produerien Winchester Repeating Arms Company
Remington
Eddystone Arsenal
Mare produiñ 1915-1917 (Pattern 1914)
1917-1919 (M1917)
Pouez ha muzulioù
Mas 4,250 kg
Hirder 1.175 mm
Hirder ar c'hanol 660 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus 730 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 725 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn karget gant ul laonenn-gargañ (6 kartouchenn e .30-06 Springfield)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Pattern 1914 Enfield zo ur fuzuilh-vorailh breizhveurat implijet a-nebeudoù gant ar British Army, ha gant arme ar Stadoù-Unanet dindan an anv M1917 Enfield, e-pad ar Brezel-bed Kentañ dreistholl.

Un nebeud bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed Kentañ e soñje da bennoù zo e arme ar Rouantelezh-Unanet ne oa ket efedus ar fuzuilhoù Lee-Enfield SMLE. Ur fuzuilh-vorailh, diazezet he gwikefre war reoù Mauser, a voe savet hag anvet P13 (evit Pattern 1913). Kambret e oa evit ur munision nevez ha galloudusoc'h, an .276 Enfield, a oa sañset kemer plas an .303 British[1]. E deroù ar brezel e vankas buan armoù-skoaz d'ar vro : divizet e voe adkambriñ ar P13 e .303 British, ha lakaat ober anezhi er Stadoù-Unanet dindan an anv Pattern 1914, pe P14. Adalek 1915 ha betek 1917 e voe produet eno gant Winchester, Remington hag arsanailh Eddystone, ur rann eus Remington[2]. Ar stumm-mañ a voe implijet war an talbenn, lod anezhe en ur stumm fuzuilh-resisted gant ul lunedenn. Herbert W. McBride, ur soudard kanadian hag a rae gant ur Pattern 1914 Enfield, a voe e-touez ar re gentañ o skrivañ ul levr diwar-benn an taktikoù ijinet pe gwellaet gant ar sniperien da vare ar Brezel-bed Kentañ[3].

Ar stumm stadunanat M1917 Enfield

Stumm M1917 Enfield

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas ar Stadoù-Unanet er brezel e 1917 en em gavjont gant ar memes kudenn, pa oa re izel an niver a fuzuilhoù Springfield M1903 gante. Divizet e voe neuze lakaat an tri embregerezh da broduiñ ur stumm eus ar Pattern 1914 anvet M1917 Enfield, dezhañ ar c'halibr .30-06 Springfield hag un nebeud kemmoù[2].

Goude ar Brezel-bed Kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Padout a reas implij ar fuzuilh betek kreiz an XXvet kantved, evel da vare Brezel Spagn, hag en Eil Brezel-bed, etre daouarn an Home Guard pe ar Forces Françaises Libres da skouer. Ur stumm e 7,92 × 57 mm Mauser a voe produet gant Remington e 1934.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Bruce N. CANFIELD, The U.S. Model 1917 Rifle, Andrew Mowbray Publishing Inc., 2024, 300 p., ISBN 9781931464925
  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 155
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, P14 (Pattern 14) / M1917 Rifle (lennet d'ar 24/02/2025)
  3. (en) McBRIDE Herbert W., A Rifleman Went to War, 2015, 314 p., ISBN 978-1517731823
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan