Mont d’an endalc’had

Pleneg-Nantraezh

Eus Wikipedia
Pleneg-Nantraezh
Traezhenn Nantraezh
Traezhenn Nantraezh
Ardamezioù
Anv gallaouek Ploenoec
Anv gallek (ofisiel) Pléneuf-Val-André
Bro istorel Bro-Sant-BriegPentevr
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Pleneg-Nantraezh (pennlec'h)
Kod kumun 22186
Kod post 22370
Maer
Amzer gefridi
Pierre-Alexis Blévin
2020-2026
Etrekumuniezh Lambal Douar ha Mor
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn Web (fr) pleneuf-val-andre.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 094 ann. (2022)[1]
Stankter 240 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 35′ 30″ Norzh
2° 32′ 49″ Kornôg
/ 48.5916666667, -2.54694444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 105 m
bihanañ 0 m — brasañ 117 m
Gorread 17,07 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pleneg-Nantraezh

Pleneg-Nantraezh (gallaoueg : Ploenoec ; galleg :Pléneuf-Val-André, ofisiel) zo ur gumun e Bro Sant-Brieg ha pennlec'h Kanton Pleneg-Nantraezh e hanternoz Breizh.

  • War aod Mor Breizh emañ Pleneg-Nantraezh.
  • Brudet eo porzh Daoued.
  • Enezennig Verderell.
  • Bernard Tanguy (1992) :  Pluenot (Pluenoc), 1167 ; Pluenneut (Pluenneuc), war-dro 1330 ; Pleneuc, 1356 ; Ploeneuc, 1428 ; Plenneuc, 1477 ; Pleneult, XVIvet kantved ; Pleneuf 1679.
  • Eus un anv-den , Enoc pe Enec e teu "Pleneg", n'eo ket eus ple- + nevez evel en anv ofisiel gallek *Pléneuf. Moarvat e oa an Enoc-se ur sant kembreat, Henwg, deuet eus Caerllion da gristenaat Breizh er Vvet kantved[2].
  • Diwar nant + traezh ez eo bet stummet "Nantraezh".
Troc'het : ouzh 1 en sabel e leonparzh en argant heuliet gant seizh kregilhenn ivez en argant, peder ouzh kab, teir ouzh beg ; ouzh 2 : en gul plezhek en argant a c'hwec'h pezh.
  • Mervel a reas 114 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,98 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou soudard.
  • Mervel a reas c’hwec’h soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

  • François Berthelot (1626-1712), aotrou Guémadeuc.
  • Armand-Jean Vignerot du Plessis (1629-1715), aotrou Guémadeuc.
  • Etienne Berthelot de Pléneuf (1663-1727), aotrou Guémadeuc.
  • Etienne Baude (St Maloù, 1713). Markiz Guémadeuc. Lesanvet "marquis de la Vieuvile" ; gouarnour Kastell-Noez ; koronal troadegiezh ; bet dibennet e Roazhon d'ar 4 a viz Mae 1794.
  • Armand-Henri Baudouin du Guémadeuc (1713-1817).
  • Marie-Madeleine-Jacquette de Quérangal, gwreg Rodolphe de la Goublaye, kont Nantois. Bet ganet e Josilin d'an 2 a viz Gouere 1748 ; barzhez anvetla Muse bretonne ; harluet ha marvet e Jerzenez d'an 8 a viz Meurzh 1793, oadet a 45 bloaz.
  • Joseph-Edouard de la Motte-Rouge (1804-1883). jeneral brigadenn.
  • Frédéric-Henri Le Normand, kont Lourmel ; marvet e-kerzh Seziz Sevastopol d'ar 7 a viz Du 1854.
  • Charles Cotard (Issoudun, 1835 – Kergustentin, 1902) ; aozer an traezhennoù-kouronk e Pleneg-Nantraezh.
  • Jean Richepin (1849-1926), barzh ha dramaour gall.
  • Florian Le Roy (1901-1959), kazetenner ha skrivagner, sekretour-teñzorer Akademiezh Breizh hag ezelouzh Ensavadur keltiek Breizh.
  • Charlotte Valandrey, aktourez.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Berthelot
Aotrounez Pleneg ha Guémadeuc
En glazur e gebrenn en aour, heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Le Moing, Jean-Yves (1990). Les noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Fouenant : Yoran Embanner, 2023 (ISBN 978-2-36785-055-9)
  • (fr) Le Saulnier de Saint-Jouan, Régis. Dictionnaire des communes – Département des Côtes-d'Armor – Éléments d'histoire et d'archéologie. Sant-Brieg : Conseil Général des Côtes d'Armor, 1990 (ISBN 978-2-908873-00-9)
  • (fr) Tanguy, Bernard TANGUY. Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. Douarnenez : ArMen - Le Chasse-Marée, 1990 (ISBN 978-2-903708-25-2)

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (en) Farmer, David Hugh. The Oxford Dictionary of Saints. Oxford : Oxford University Press, 1998 (ISBN 978-0-19-280058-9)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr) Pertes Luftwaffe